| Traducción ó bretón estandar | |
![]() |
e 'felle din, hag e fell din c'hoazh, e padfe hag e kendalc'hfe
ar galisianeg rak n'eo nemet dre badelezh ar yezh e c'hellimp
kenderc'hel evel pobl. Fellet 'rae din e kendalc'hfe Galiza hag
e felle din e savfe, e-kichen ar vammvro zouarel, ar vammvro savet
diwar an douar hag ar re varv, ur vammvro all, hini hor yezh.
Ma tezgouefe d'unan bennak, goude ma marv, soñjal en kanañ meuleudi
din-me, ha me o reiñ geot d'hon douar-ni, e c'hellfe lakaat ar
gerioù-mañ war maen va bez: "Amañ ez eus unan en doa strivet evit
ma padfe Galiza mil nevez-hañv all".
|
| Traducido por: Robert Neal Baxter Profesor de Interpretación |